Clemens Brentano

Clemens Brentano

Clemens Brentano (1778-1842) a oa ur barzh hag ur romantour alamanek.

Labourat a reas gant e vignon Ludwig Achim von Arnim (17811831) war-dro an dastumadoù Zeitungen für Einsiedler ("Kazetennoù evit ar benitioured") ha Des Knaben Wunderhorn ("Korn burzhudus ar paotr"). Hennezh a zimezas d'e c'hoar Bettina Brentano.

Eus 1819 betek 1820 e voe bemdez ouzh troad gwele ar gevrinadez Anna Katharina Emmerick (1774-1824) da skrivañ he gweledigezhioù, a voe embannet e Biographie der Anna Katharina Emmerick.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne